en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Penaos talañ eus ar glav puilh gant ar beizanted?

Penaos talañ eus ar glav puilh gant ar beizanted?

‘Ba Breizh zo kouezhet glav forzh pegement dindan ur miz hanter. ‘Ba bro Brest ‘oa kouezhet 312 milimetrad dour e miz Genver tost eus ar rekord ‘oa bet muzuliet e 1965 gant 330 milimetrad glav. Lakaet ‘zo diaes kalzig a legumajerien gant se. N’hallont kas war raok al labourioù zo d’ober e-kerzh ar goañv, ‘vel fourrañ chalotez da skouer. Peizanted zo n’int ket lakaet ken diaes ‘vel reoù all gaozen ‘neunt raksonjet o mod da labourat evit gwareziñ an douar ouzh glaveier ar goañv. Setu pezh ‘neus graet Bleuenn Tepod ‘ba Plabenneg zo legumajerez. Deomp d’ober un dro war hec’h atant. Emañ gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio